Er c’hornog emañ ar « randorade » ?
Degemer mat e lerc’hienn ar Randorade.
Amañ e vo tu deoc’h bezañ kelaouet met ivez komz hag eskemm. Arabat deoc’h kaout aon rak reiñ deomp ho evezhiadennoù, dispakañ ho soñjennoù, ho keloù, ho prederiadennoù, ho kourc’hemennoù ha reiñ deomp pour ha trichin. Kasit deomp ho fotoioù eus an embannadurioù kent! Laouen e vefemp ouzh ho respont.
Hevlene e vimp staliet e Konk-Leon. Dav e oa deomp diblasañ hon emwel d’ar Sul eizh a viz Mezheven, dre ma oa re builh an tammoù-bale d’ar mare-se. Skrivit gant aked an deiziad-mañ.
Anat eo aozañ ar Randorade e Konk-Leon ha zoken ma n’emañ ket e lennvor Brest. C’hoant hon eus da vrudañ glad an natur ha hini ar c’hulture eus al lennvor. D’hor soñj, evit kompren mat anezhi, e ranker anavezout ha priziañ Kamaled (hag hor boa lakaet ac’hanoc’h da zizoleiñ e 2004) ha Konk-Leon o skeiñ war ar mor. Brav eo anavezout Konk-Leon eus beg ar mor gant hec’h istor kozh-noe, o vevañ diwar ar pesketaerez hag al labour-douar, o vevañ diwar mont ha dont etrezi hag an inizi, ha diwar an touristelezh muioc’h-mui.
Kalzik deusouzhoc’h a anavez mat Sant Mazev gant e abati, e dornaodoù lopet ha dilopet gant an tonnoù pa vez barravel. Hag eñ ho peus pignet e-barzh an tour-tan avat? Hag anavezout a rit Kermorvan? Chapel Dom Mikeal An Nobletz? Chapel an draonienn?
Hor gêr-stur a zo :“ War zouar ha war vor”. Ober a reomp hor seizh gwellañ evit lakaat ac’hanoc’h da zizoleiñ ar morva dre dreuziñ ar mor pe mont da vale war ur vag. Hevlene e kinnigomp deoc’h da vont da Gonk-Leon o kuitaat eus Brest; en ho aes e viot war bigi Penn Ar Bed, en ur ober tammoù-bale e-pad an dervezh, evit gwellout pizh an aodoù hag an enezennoù gwelet eus an donvor, ar pep gwellañ tout!
A-benn nebeut e ouezot pelloc’h. Kenavo! Skipailh ar Randorade.













