Randorade 2009: Gerig an Ao Maer da geñver ar Randorade

Publié le 26 February, 2009 dans Randorade 2009 par dorna

lanveoc

Ur gumun  gaer eo Lanveog, yaouank ha leun a startijenn, ul lec’h ma oar an holl eo ur blijadur bevañ ennañ.

Laouen bras eo skipailh ar c’huzul-kêr ‘ta o tegemer ar 17 vet Randorade d’ar Sul 31añ a viz Mae.
Ur fest eo e lec’h ma zo plijadur, met un abadenn sport eo ivez, un emgav yac’hus ma c’heller aveliñ e benn.  En ur bourmen e voc’h sederaet gant degemer c’hwek Lanveogiz, gant ar sioulded a gaver e pep lec’h hag a zedenn kement ar vakañserien.
Pesketañ war droad pe war vor, ober sportoù-mor, bageal evel-just met bale ivez, a c’heller ober forzh peseurt mare eus ar bloaz.
Ar re a gar an natur o do plijadur a-hed hon gwenodennoù war an aod,  ken kaer ma z int, dreist holl pa dremenont dindan ar brousgwez, diouzh tu kreisteiz ar morlenn.
Diouzh tarzh-an-deiz betek ar c’huzh-heol e weler arlivioù liesseurt a vez ur bam evit ar bourmenerien.

E Lanveog e timez an douar gant ar mor, evit mont d’ober ur c’houblad unanet. Diouzh ar Savenn e-harz Kastell Vauban eo ur gweledva dispar en em astenn dindan an daoulagad, ur sell war unan eus kaerañ morlennoù Europa. Aber veurdezus ar Stêr Aon hag ar Mulgul  o kemmeskañ o dour diouzh lusk ar mareoù, ha pa ya da guzhat an heol e tigas sklerijenn Brest hag ar porzhioù bihan tro-dro, er pelloù, un aergelc’h marzhus ha burzhudus.

Hetiñ     a ran deoc’h un devezh plijus, seder ha laouen, a roio c’hoant bras deoc’h da zont en-dro da welet ac’hanomp.
Devezh mat deoc’h!

Louis RAMONE